Alkibiades

Delwenn eus Alkibiades

Alkibiades (e henc’hresianeg: Ἀλκιβιάδης Alkibiádēs), mab Kleinias, eus demos Skambonidai en Aten, zo bet ur politikour Atenat, ur prezegennour hag ur jeneral (war-dro 450 kent J.-K.404 kent J.-K.). An ezel brudet diwezhañ zo anezhañ e tiegezh brientinien e vamm, an Alcmaeonidae. Kemer ar reas ur perzh a-bouez en eil hanterenn Brezel ar Peloponnesos evel kuzulier strategek, penn arme, ha politikour.

E-kerzh Brezel ar Peloponnesos, Alkibiades a chañchas tu meur a wezh. En Aten, e deroù ar bloavezhioù 410 kent J.-K., e oa a-du gant ur politikerezh estren taer, hag e oa unan eus ar re a oa lakaet e penn Ergerzhadeg Sikilia, met tec’hout a reas da Sparta goude bezañ tamallet da vezañ graet traoù disakr gant e enebourien. E Sparta, e voe kuzulier strategel. Kinnig pe evezhiañ a reas un nebeud ergerzhadennoù brezel a-enep Aten. E Sparta ivez, koulskoude, Alkibiades a c’hounezas enebourien c’halloudus ha ret e voe dezhañ tec’hout d’an Impalaeriezh pers. Eno ivez e kuzulias ar satrap Tisafernes betek ma oa galvet en-dro en Aten a-drugarez d’e gevredidi politikel. Dont a reas neuze da vezañ strategour en Aten e-pad un nebeud bloavezhioù, met dont a reas e enebourien a-benn da gas anezhañ en harlu un eil gwezh en diwezh.

Ergerzhadeg Sikilia a oa bet savet war intrudu Alkibiades, ha lod eus an istorourien a vremañ o deus lavaret he dije graet berzh ma vije bet renet gant Alkibiades ha neket gant Nikias, marteze[1]. Pa oa e Sparta en doe Alkibiades ur roll a-bouez e kolloù Aten. Kemeridigezh Decelea hag emsavadeg meur a geoded sujet da Aten a c’hoarvezas da-heul e alioù pe gant e skoazell. Ur wezh distroet d'e geoded c'henidik, avat, en doe ur roll a-bouez en un heuliad trec’hoù eus Aten a lakaas Sparta da c’houlenn ar peoc’h digant e enebourez. Ren a rae ar brezel en un doare fin. Gounit a reas keodedoù alies dre drubardiezh pe oc’h atropañ kentoc’h evit da-heul sezizoù[2]. Donezonoù Alkibiades war dachenn ar brezel hag ar politikerezh a voe talvoudus alies d’an neb a servije, met e bleg da ober enebourien c’halloudus a viras outañ a chom re bell er memes lec’h ; hag, e diwezh ar brezel en doa atizet, e deroù ar bloavezhioù 410, e oa tremenet mare e levezon bolitikel.

Jean-Léon Gérôme (1824–1904): Sokrates o klask Alkibiades e ti Aspasia, 1861.
  1. A. Vlachos, Thucydides' Bias, 59 &c.
  2. P.B. Kern, Ancient Siege Warfare, 151.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search